Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

Al labour-douar e Breizh : doareoù nevez da soñjal ?

Produisons autrementUn dervezh prezegennoù diwar-benn peseurt doareoù nevez a c’heller ijinañ da labourat an douar a zo bet dec’h e Pariz, war intrudu Stéphane Le Foll, ministr al labour-douar. Kinnig a ran tennañ gounid eus kalite ar preder hag eus ar programoù a vo lañset e Bro C’hall evit en em soñjal, ni e Breizh, war penaos e c’hellfemp krouiñ ur sistem labour-douar nevez. Bez e ranko bezañ yac’h evit an ekonomiezh, an endro hag evit an dud.

Breizh a zo bet e-pad pell ur vro en araog war al labour-douar e keñver broioù ha rannvroioù all Europa. Met chomet eo stag eus doareoù kozh da ober. N’omp ket prest hirio da jeñch ar pezh a gont: soñjal muioc’h e kalite hor produoù eget er c’hementad.

Lod ac’hanomp a za war an tu mat, met ar muiañ niver a zalc’h d’an doare kozh da ober, a oa an doareoù pennañ er bloavezhioù tremenet. N’eo ket un dra vat rak bremañ e cheñch an traoù tro dro deomp.

Labourat en ur mod disheñvel a ranko kas a walac’h a arc’hant d’ar beizanted, met ivez reiñ tro dezho da gaout plijadur o labourat. Rak, siwazh, e tigresk hirio an deiz ar blijadur o deus an dud da labourat an douaroù ha da labourat tro dro d’al loened. Ouzhpenn-se e ranko hon doareoù da ober klotañ gwelloc’h gant c’hoantoù an dud all tro dro deomp. Ar reolennoù ‘vit doujañ ouzh an natur a zo reolennoù ret, ha positivel evit Breizh.

Al labour-douar e Breizh a zo bet a viskoazh hag a jomo a bouez bras evidomp, evit Bro C’hall hag evit Europa. Startijenn a vank deomp hirio marteze met gouest omp da ijinañ ur mod nevez da ober. Arabat deomp kaout aon da vont war raok, war dachenn al labour douar e giz war an tachennoù all.

Jean-Luc Bleunven
Peizant ha kannad Goueled-Leon

 

NB : Posupl eo deoc’h lenn ar pezh a zo bet kinniget dec’h gant Stéphane Le Foll war lec’hienn minister al labour-douar.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*