Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

D’ar Yaou 14 a viz geñver eo bet kinniget er breujoù un danvez lezenn war ar yezhoù rannvroel gant Paul Molac. An danvez lezenn-mañ a sav kinnigoù war penaos implij muioc’h ar yezhoù rannvroel er skolioù, war ar panelloù hag er mediaoù.

Evel-just ez on a-du kenañ gant ar c’hinnigoù-se. Poent-bras eo boutañ evit ma vije kreñvaet plas ar yezhoù-se er skolioù hag er vuhez publik.

Ar pezh a fell din displegañ eo ne oa ket tu dont a-benn an taol-mañ, en doare m’eo bet graet. Ar raktres lezenn zo bet kinniget gant strollad ar re c’hlas hep ma ‘vije a-du nag ar bodad sevenadur ha deskadurezh, nag ar strollad brasañ er breujoù (ar strollad SRC : Socialiste, Républicain et Citoyen). Siwazh n’eo ket gwall digor sperejoù va c’heneiled war pinvidigezh ar yezhoù rannvroel.

O vezañ ma oa ar strollad SRC a enep da destenn Paul Molac, e viche bet kavet a walc’h a gannaded da votiñ a enep d’an destenn, zoken ma vichemp bet niverusoc’h o votiñ an dervezh-se er breujoù. A-bouez eo kompren ha bezañ onest war ar poent-se. Paul Molac a ra ul labour dreist-ordinal evit difenn hor yezhoù, met gouzout a rae mat ne viche ket degemeret e destenn an taol-mañ. Un emgleo gant ar strollad SRC ha gant ar gouarnamant a ranko bezañ kavet evit mont war raok : n’eus ket moaien ober a hend all er breujoù hirio an deiz siwazh.

Ur strollad-labour war ar yezhoù rannvroel a zo er breujoù. Ezel on eus ar strollad-se. Paul Molac a zo ken-brezidant ar strollad. Aze eo e ranker labourat da gentañ a gav din. Mod-all ne vo ket moien mont war-raok.

Abalamour da-se n’on ket bet en hemicycle diriaou da noz paseet. Gwir eo eo diaes da gompren mont-en-dro ar breujoù a-wechoù, ha n’eo ket parfed, pell alese. Met dipitus e kavan ne vije ket tennet kont deus an dra-se evit kas hon emgannoù war-raok. Gwelloc’h e kavan labourat mat, war an dachenn pe er vreujoù, evit bezañ efedus.

Niverus oc’h bet o reiñ din o soñj dre meloù pe war ar rouedad. Lod ac’hanoc’h a soñj dezho n’on ket onest pa lavarn e tifennan ar yezhoù rannvroel. Koulskoude e choman ur stourmer evit ma viche roet ur plas brasoc’h d’ar yezhoù rannvroel er skolioù, er mediaoù, war an dachenn sevenadurel, hag er vuhez publik dre vras.

Jean-Luc Bleunven, kannad Goueled Leon.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*