Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

Da heul an emvod publik aozet ganin e Lokmaria Plouzane e dibenn miz Du ez eus bet embannet ur pennad war ar gazetenn YA!. Setu amañ an destenn. Mersi bras dezho!
Liammoù : yabzh.com & Keit Vimp Bev

cop21

Da vare ma vez dalc’het ar C’HOP 21 e c’hell bezañ gwall zifetis an darvoud-se hag an abegoù. Evel ma ra bep an amzer en deus divizet Jean-Luc Bleunven, kannad Goueled Leon, aozañ un nozvezh eskemm gant ar geodedourien e Lokmaria-Plouzane d’ar yaou 19 a viz Du.

Gouzout a reer pegen displijet e c’hell bezañ an dud, hiziv an deiz, gant ar bolitikerezh mod kozh. Setu o deus divizet an aozerien kas da benn an darvoud gant doareoù disheñvel. Fiziet eo bet e ImproInfini, ur strollad c’hoariva war ar prim, ar garg da luskañ an nozvezh. Pedra da zegas fent ha sevel goulennoù en ur mod all, tostoc’h eus an dud, ha neuze sachañ o evezh. Un dek den bennak a oa bet pedet da gemer ar gaoz, traoù sirius ha skiantel met ivez traoù pleustrek ha plijus a zo bet roet da glevet.

Gant Olivier Raguenau eus ar CNRS zo bet lakaet ar gaoz war cheñchamant an hin, ar palioù da gaout evit bevenniñ an efedoù drastus ha koust kement-mañ. Reiñ ar gaoz da dud an dachenn a zo bet graet pa vefe gant ar gevredigezh “Brest à pied et à vélo”, Ener’gence, ajañs evit mestroniañ an energiezh, hag a skoazell an dud war tachenn merañ o implij energiezh pe c’hoazh intruduoù lec’hel skolidi ar vro ha tud eus Plabenneg.

Evit mont pelloc’h en un doare pleustrek zo bet aozet ur pred gant produerien ha boued deus ar vro : krampouezh, patatez, silzig, yaourt… Goude koan eo bet klozet an nozvezh gant ur sonadeg gant Les P’tits Yeux, ur strollad startijenn gantañ ha komzoù leun a ster, politikel zoken. Asambles ganto e oa Lady doigts, div blac’h o taolenniñ ar sonerezh gant o daouarn, doare yezh ar sinoù.

Reiñ plas d’an eskemmoù hag ar gaoz d’ar geodedourien, setu politikerezh en ur mod all. Ra yelo pelloc’h an doareoù-se d’ober hag aliesoc’h.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*