Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

2014 05 19 réunion publique 4Da heul an emvod aozet e Plabenneg war an digreizennañ, lerc’h m’eo deuet 200 den, ez eus bet embannet ur pennad barzh a gazetenn Ya!, a gavoc’h amañ. Setu an destenn :

Devezh Gouel Breizh, d’al lun 19 a viz Mae e Plabenneg en doa dibabet Jean-Luc Bleunven, kannad goueled Leon, aozañ un emvod foran kaset da benn gant Jean-Louis Le Corvoisier. N’eo ket ar wech kentañ da gannad Plabenneg aozañ seurt degouezhioù evit lakaat da eskemm tud ar vro kenetrezo war un tem resis. Da skouer, tro en deus bet da lakaat ar gaoz war al labour-douar dija.

An dro-mañ eta e oa anv eus an digreizennañ hag an efedoù en defe raktres ar gouarnamant e Breizh. Evit-se e oa bet pedet Jean-Pierre Le Mat, unan eus mouezhioù-aotreet ar Bonedoù ruz, hag en deus bet tro da zisplegañ petra oa al luskad-se, ha pouezet en deus dreist-holl war labour ar “cahiers de doléances” o deus kaset da benn. Da eil zo bet roet ar gaoz da vMona Bras, mouezh-aotreet UDB ha kuzulierez-rannvro. Displeget he deus e vez kinniget ganto, abaoe pell, digreizennañ ar stad c’hall ha sevel ur strollegezh ispisial evit Breizh, evel m’eo krog Jean-Jacques Urvoas, kannad Kemper ha prezidant Bodad al lezennoù er Vodadenn Vroadel, d‘ober. Amañ e oa, eñ ivez, hag en deus gellet reiñ e soñj ha sklaeraat e raktres. Da glozañ ganti zo bet roet ar gaoz da bPierre Maille, prezidant Kuzul-meur Penn-ar-Bed. Evitañ eo ar pouezusañ termeniñ mat ar galloudoù ha piv a ra petra. N’emañ ket a-enep cheñch an aozadur melestradurel, met d’e soñj e vefe ar gwellañ mont war-zu ur rannvro Kornôg bras gant Breizh, Broioù al Liger ha Normandi-Izel.

Goude-se zo bet roet ar gaoz d’ar sal, ha puilh e oa ar goulennoù pe an evezhiadennoù, ken ez eus bet ranket astenn padelezh an emvod-foran evit klask reiñ ar gaoz d’ar muiañ a dud posupl. Amañ e oa bonedoù ruz evit degas da soñj an 11 pennaenn bet termenet ganto. Liesseurt-kenañ eo bet an eskemmoù. Peseurt galloudoù evit Breizh ? Penaos lakaat e pleustr ar mennozhioù bet eztaolet ? Hag anv zo bet, kalzik, eus adunaniñ ar vro hag eus ar yezh, he flas hag he statud e Breizh.
Deuet e oa ivez labourerien bet e ti Gad e Lambaol-Gwimilio evit ober anv eus o raktres nevez evit al lazhti, “Lampaul Agro”  e anv, hag an ezhomm da vezañ harpet gant dilennidi ar vro.

Reunion publique sur la décentralisation from Jean-Luc Bleunven on Vimeo.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*