Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

Un emvod diwar-benn karta Europa ar yezhoù rannvroel a zo bet aozet dimec’her tremennet er Breujoù gant Jean-Jacques Urvoas.

Lavaret en doa François Hollande e peursinfe(1) ar c’harta ma vefe dilennet. Pal an emvod a oa neuze gwelet sklaeroc’h peseurt kudennoù a sav war tachenn ar gwir broadel, ha penaos mont dreist d’ar c’hudennoù-se.

Dedennus-tre eo bet an eskemm. Daou mennozh dedennus a zo deuet war-vel evidon :

1) Ar c’harta n’eo ket ur pal evitañ e-unan, an dra a-bouez a zo reiñ ur statut hag ur plas d’ar yezhoù rannvroel. Ma n’eus ket tu peursinañ ar c’harta e vo tu, ha ret, ober e mod all.

2) An intrudu kemeret gant ar rannvroioù, departamantoù pe tiez-kêr war tachenn implij ar yezh (ar panelloù divyezhek, al levrigoù-familh en div yezh…) a c’hellfe bezañ lakaet en ul lezenn hollek. Reiñ a rafe muioc’h a surentez e keñver ar gwir d’an ensavadurioù lec’hel a gemer an intrudu-se.

Gant Paul Mollac, Nathalie Appéré  ha kannaded all Breizh e heuliomp a-dost an doser-se.

An tabut a-bezh a zo bet enrollet, tu zo deoc’h adkavout anezhañ war lec’hienn an Assemblée

(1) Peursinañ = ratifier

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*