Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

Dilennet on bet giz kannad Goueled Leon, trede pastell-vro Penn-ar-Bed d’ar 17 a viz Even 2012.

Ur pastel-vro liesseurt eo. Ul lodenn eus ar c’homunioù a zo en arvor, ul lodenn all e kêr Vrest, hag un trede hini, e kreiz, a zo en argoat, gant kumunioù bihan e-giz Lannarvili da skouer, ha lod bras e-giz Plouzane.

Va labour kentañ a vo kemer perzh e votadegoù al lezennoù nevez kinniget, ha diwall ouzh labour ar gouarnamant. Labourat a rin gant strollad an dilennidi tu kleiz.

Ezel on eus komision an aferioù etrevroadel. Lakaet on bet ivez e karg da sevel ur pennad skrid diwar-benn politikerezh al labour-douar e Europa.

Labourat a rin ivez war doserioù politikel ar vro, re Goueled Leon ha Breizh Izel.

Ur skipailh tud a sikouro ac’hanon ‘pad pemp bloaz : Gregory Breton, Maela Kloareg, Hao Tran ha Cindy Lucas. Staliet eo hor burevioù er 36, straed ar Breudeur Le Roy e Plabenneg. Degemer a rin an dud a fello dezho aze bep gwener mintin, hag e lec’hioù all e Goueled Leon gwech ha gwech all.

A greiz kalon ganeoc’h,

Jean-Luc Bleunven

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*