Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

Galvet e vez da vont da vanifestiñ warc’hoazh da 3 eur abardaez dirak ti Frañs 3 e Brest, Roazhon ha Naoned gant meur a gevredigezh. Manifestet e vo evit kaout ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh a-bezh. O welet e ya war zisteraat keleier ha programoù rannvroel gwirion Frañs 3 Breizh e c’houlennont e vefe krouet ur wir a chadenn dele rannvroel divyezhek e Breizh.

Harz-labour a zo bet dija gand implijidi Frañs 3 d’an 18 a viz Kerzu. Goulenn a reont groñs cheñch penn d’ar vazh : un tele rannvroel da gentañ araok beza tele ar stad. E Breizh ez eus bet 71.31% a dud oc’h ober harz-labour.

E rannvroiou all Europa ez eus dija chadennou-tele publik. Mad e vije gelled kaoud kement-se e Bro-C’hall. Ar rannvro eo a vije e penn ar chadenn rannvroel-se da c’hellet sevel ha skignañ dañvez e yezhoù bihan.

E Bro-Korsika e za en-dro dija ar chadenn rannvroel « Via Stella ». Ur skouer vat eo da ober kement-se e lec’h all. Peadra a zo da gas war-raok abadennou rannvroel e Bro-C’hall (tud ha dafar) : moaien ‘zo neuze e vije stankoc’h ar programou rannvroel.

24 kannad eus Breizh a a zo a-du gant kement-mañ. A benn lakaat an traoù da vont war raok en eus Pol Molac goulennet diganeomp sinañ ul lizher kaset da Aurélie Filippetti, ministr ar sevennadur hag an daremprediñ. Posupl eo deoc’h lenn al lizher ha gwelet piv n’eus sinet anezhi amañ.

 

 

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*