Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

europe-langues-continentTregont kannad eus Breizh (war ar 31 a zo a gleiz e Breizh pemp departamant) o deus sinet ur raktres lezenn a lavar penaos eo posubl cheñch ar vonnreizh evit ma c’hellfe Bro C’hall sinañ Karta Europa ar Yezhoù bihan. Fiziañs m’eus e vo moaien neuze bodañ ar C’hongrès (ar Sened & ar parlamant) araok fin ar bloaz. Ret e vo neuze dont a benn da dapout 3/5vedenn eus ar mouezhioù ‘vit cheñch ar vonnreizh. A drugarez da labour Jean-Jacques Urvoas, prezidant komision al lezennoù, e c’hellomp bremañ lavaret penaos e viche posupl henn ober. Daou zoare ‘zo da cheñch ar vonnriezh : pe ‘vez graet ur referendum, pe ‘vez bodet ar C’hongrès. François Holland ne fell ket dezhañ ober ur referendum, ar pezh a zo un dra vat. Dao ‘vo neuze bodañ ar C’hongres. Simple o ar reolenn neuze : ret eo kaout muioc’h ‘vit 3/5vedenn eus ar mouezhioù ‘vit cheñch ar vonnreizh. Bez e ranko bremañ an holl strolladoù politikel lavaret sklaer o soñj war ar yezhoù rannvroel. Evit kaout mouezhioù a walc’h e rankimp bezañ unanet, a-gleiz e giz a-zehou.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*