Jean-Luc BLEUNVEN

Député divers gauche de la 3e circonscription du Finistère / Kannad Goueled Leon

charte européenne

Karta Europa ar yezhoù rannvroel a zo bet savet evit difenn ar yezhoù ha sikour an dud da implij anezho er vuhez prevez pe foran. 24 bro o deus sinet ha peur-sinet ar garta pell ‘zo dija, bro Alamagn, bro Spagn hag ar Rouantelezh Unanet en o zouez.

P’eo bet sinet ar garta gant Bro C’hall e miz Mae 1999, p’edo Jospin kentañ ministr, e oa bet lavaret gant Bro C’hall e viche peur-sinet o lakaat e pleustr lod eus e fennadoù (39 war 98 en  holl). Siwazh, kuzul ar vonnreizh en eus lavaret e miz Even 1999 ez a ar garta a enep d’ar vonnreizh, dre m’eo skrivet e eil pennad ar vonnreizh ez eo « ar galleg yezh ar republik ». N’eo ket aet war raok kalz an traoù abaoe, betek nevez ‘zo atao.

Keloù mat eo bet p’en eus lavaret François Hollande e viche peur-sinet ar garta ma viche dilennet prezidant. Un toullad kannaded o deus labouret neuze a benn kinnig peseurt cheñchamantoù a vo ret ober er vonnreizh. Al labour-se a zo bet embannet gant Jean-Jacques Urvoas e miz Kerzu. Met siwazh n’eo sur e vo votet ar cheñchamantoù-se dizale, rak sevel a ra ar c’huzul  stad a-enep.

Ne c’hellan ket bezañ a-du gant kement-mañ. Dipitet on o welet ez eus c’hoazh kalz tud e touez pennoù braz Paris oc’h enebiñ ouzh sevennadurioù ha yezhoù rannvroioù Bro C’hall.

Asambles gant kannaded all e Breizh ha maread a gevredigezhioù sevenadurel e c’houlennan digant ar gouarnamant derc’hel d’e bromesa.

Categories: Breton

Leave a Reply


Image CAPTCHA
*